Karibed pe Kalinagoed, pe Karibaled, pe Galibi, eo anv henvroiz an Antilhez Bihanañ er Mor Karib.
Diskenn a raent marteze eus Karibed douar-bras Suamerika, met o yezh bepred a oa distag diouzh re an douar-bras, hag anvet eo karibeg an inizi.
Pa zegouezhas ar Spagnoled, e dibenn ar XVvet kantved, er rannved-se, e kavjont pobloù disheñvel, hag ar Garibed en-touez ar re niverusañ er Mor Karib, a zo anvet diwar o lerc'h. En amzer-se e vevent e hanternoz Kolombia, e biz Venezuela, hag e meur a enezenn. En inizi ar Mor Karib e voent distrujet evel pobl dizalc'h pa voent aloubet gant trevadennerien Europa.
En douar-bras avat, en Venezuela, Brazil ha Las Guayanas, e teuas anezho ar pobloù galibi (kari'ñas) ha re all. En inizi, evel Enez Sant Visant, e voe mesket Afrikaned hag Indianed, ha hiriv e kaver o diskennidi en Honduras.